Fermer
Transcrire
Transcription terminée

20 /

Rouanez an Env, mamm da Doue, Ha mamm d'imp holl ec'h ê ive.

Me ho suppli, gwerchès santel, Grêt eur miracl en Camarel, An daou otrô sauvétéet Hag er plas-man c'hui vo meulet.

An otrô rez commandamant Commans toulla ar fondamant, Pëa tud ha fournis danfe, Da zevel eun templ da vamm Doue

Pemp den deuz a gêr Pontré Oa ambarket neur vag newe ; P'oant o tremen al Lédanno a Lérent holl ho fédenno. Daoulinet ho femp assamblès O westla ho bag d'ar Werc'hès. Neuze e c'havansjont ganthi Da vont da besketa brezili. Tre hanter noz hag eunneg heur E nem dispennaz an amzer, Tourmant, tan foueltr ha kuruno Ma nem bréparjont d'ar maro.

Daou n'hè gouéas en en instant En fons ar vag hep mouamant : Ar ré all bedaz 'n Drinded Santel Hag ar Werchès deuz Camarel Da sauvétad d'hè ho buhe Wit galloud souten ho lignè. Eur sklêrijen deuas d'ho c'had hag a bozas a beptu d'ho bag.