Fermer
Transcrire
Transcription terminée

21 /

En eur moment ê tréménet : An daon den clanv zo iac'h rentet. Commanset ho daou da reuval, Hag ar c'habiten da lêwial. En eun instant ec'h int rentet En bord Camarel, tal ar verred. Goude ec'h ejont assamblès Da drugarècad ar Werc'hès. P'arriaz an dé, teuaz eur bêlec Ewit lared an ofern bred.

Hag ar pemp den a zo cavet Ouz dor ar chapel daoulinet, Ha dirag an all deuz declaret Ar miracl grêt en ho andret.

En bourg Planiel rer an offis Ha Camarel zo hanvet ar Goz-Iliz. Breman holl dud iaouanc ar vrô A zo ho fians tout eno. Ewit ober ho béaj mad, Zoudarded ha martolodo Da c'houll graz da retorn d'ho bro.

Eun tam zo, en amzer dréménet, Ec'h ê bet ar chapel batisset. Beza a zo tud ebars er bed A greiz an noz ho deuz gwélet An daou c'holo tout war ho giz Dre ust ar mor d'ar Goz-Iliz

Elle ne se rappelle pas autre chose de cette longue gwerz qui a été imprimée.

(Chanté par Béatrice)